Appel Détresse e Gras
Bremañ zo kazimant hanterkant vloaz 'zo eo bet krouet Appel Détresse en Naoned. Gant ar gevredigezh-mañ e vez klasket dont da sikour ar broioù paourañ zo er bed, en Afrik dreist-holl hag en Haïti. Pevarzek seksion zo er Frañs hag unan deuzhouto zo e Gras, tre e-kichenn Gwengamp. Eno 'vez un daou-ugent den bennak a-volontez vat o labourat start bep sizhun, evit kas bara bruzunet (« panure » e galleg) ha traoù all d'an Afrik. Sikouret mat eo ar gevredigezh gant ar gomun ha prestet ur sal dezhi evit netra. Met ezhomm 'vez tud atav da zont da reiñ un tamm sikour ! Pemp sektion all zo e Breizh mod-all, unan e Brest hag ar re all e Bro-Naoned.
Selaouomp Elise, a-volontez vat abaoe un nebeut bloavezhioù 'zo.
Muioc'h da c'hoût war Internet : appeldetresse.fr/